Emloc'hus eo ar CD staliań. Peurliesań, trawalc'h eo enlakaat ar CD el
lenner hag adloc'hań an ardivink. Heulhit ar c'hemennadurioł diskwelet
war ar skramm, ha graet eo.
N'hoc'h eus ken nemet enlakaat ar CDROM kentań. ur prenestr a zlefe
dont war wel. Ma ne ra ket, sevenit D:\dosutils\autorun.exe (en ur
c'houlakaat eo D lizherenn ho lenner CDROM).
Dibabit Staliadur klok evit lańsań staliadur boas
Mandrake Linux.
Mod all, dibabit ar staliadur Linux evit Windows ma ne mennit
tamm ebet parzhań ho pladenn galet ; krouiń a raio ar goulev-se daou
restr war ho parzhadur Windows evit Linux ; evelato, gorrek eo e-keńver
ar staliadur klok, ha ma rankit adstaliań Windows e vo kollet ho
reizhiad Mandrake Linux war un dro...
M'eo staliaet MS-DOS war ho urzhiataer, tu zo deoc'h loc'hań ar
reizhiad staliań end-eeun diwar ar CD hep implij pladennig ebet.
Evit hen ober (en ur c'houlakaat eo el lenner D: ho CD), implijit
an urzhiadoł a heul :
C:\> D:
D:\> cd \dosutils\autoboot
D:\dosutils\autoboot> autoboot.bat
Taolit evezh ne yelo ket en-dro an hentenn-se m'eo sevenet en ur prenestr
DOS dindan Windows. Evit staliań diwar Windows, heulhit ar c'hemennadurioł
roet er rann 2 mar plij.
Ma ne torr ket an hentennoł kent ho ezhommoł evit abeg pe abeg (mennout
a rit kas da benn ur staliadur rouedad, ur staliadur diwar trobarzhelloł
pcmcia pe...), ret e vo deoc'h oberiań ivez ur bladennig loc'hań :
Dindan Linux (pe un unix arvenez all) skrivit war al linenn-urzhiań :
dd if=xxxxx.img of=/dev/fd0
Dindan Windows, heulhit an hentenn displeget er rann 4, hogen
en ur implij xxxxx.img (gwelit a-is) e lec'h cdrom.img.
Dindan MS-DOS, en ur c'houlakaat eo ho CD al lenner D:, grit :
D:\dosutils\rawrite.exe -f D:\images\xxxxx.img -d A
Gallout a rit ivez implij ur staliań mod skrid ma sav, evit abeg
pe abeg, kudennoł gant ur staliań grafikel. Evit e implij, gwaskit
F1 war skramm degemer Mandrake Linux, da c'houde skrivit
text war al linenn-urzhiań.
M'hoc'h eus ezhomm saveteiń ho reizhiad Mandrake Linux o vezań,
enlakit ho CDROM staliań (pe ne vern pe bladennig loc'hań a zere), gwaskit
F1 war skramm degemer Mandrake Linux, neuze skrivit
rescue war al linenn-urzhiań.
Enlakit ho CDROM staliań (pe ho pladennig staliań diouzh ret) hag
adenaouit hoc'h ardivink.
Stokit enkas pa zeu skramm degemer Mandrake Linux war wel hag heulhit
gant aket ar c'hemennadurioł.
Ur wech peurc'hraet ar staliadur, eztennit ar CD-ROM pa vo stlapet kuit
(ha ar bladennig ma 'z eus unan el lenner) ; adenaouiń a rankfe ober
ho ardivink.
Linux a rankfe loc'hań. Goude loc'hań, e c'hellot "Ereań" war ho ardivink
evel "root" pe ne vern pe gont arveriad krouet da vare ar staliań.
Notenn a-bouez : ar gont "root" a ro deoc'h gwirioł diharz
war ho reizhiad Linux. Na implijit ket anezhi nemet evit kefluniań pe verań
Linux. Evit an implij pemdeziek, implijit ur gont arveriad boas gant an
urzhiadoł "adduser USER" ha "passwd USER".